Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/133

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 129 )


Exordinal carantezus
Alies a ve d’ê noazus.
Ar c’hontrel, ar re a ve bed
Cruël avoalc’h gante tretet,
Guelloc’h fortunet er bet-màn
Ha memeus ar vertuusa.


————


FABL 110.


Al Louarn hac al Leopard.


Al louarn hac al leopard,
Pep-hini anez dre e art
O tisput ho daou assambles
Var ho braviri, coanteres.
Al leopard cals a veule
E groc’hen, huël a save
Palamour m’en devoa tarcho
Demeus a bep sort livajo,
Ar pez al louarn n’aille qet
Demeus e hini lavaret,
En fesson ebet preferi
D’al leopard deus e hini.
Mèn anzao, emeàn, guir ze
E c’heuz reson eus da goste :
En recompanç d’an traou-ze tout
E meus eun avantach varnout.
Pa deuan da gompren ennàn,
N’en dê qet deus ar biannan ;
Da c’houd eur speret marellet
Ha non pas eur c’horf poumellet.