Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/120

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 116 )


Capabl, ma c’heller lavaret
E zeo an oll satisfiet
Gant qement a proportion
Ma contant hon ompinion ;
Ha ze gant eur justiç qen bras
Ma zomp contant eus hor partach.


————


FABL 97.


An Tigr hac al Louarn.


Eur chasseer o vont dre ast,
En etat vad e arbalast :
An tigr a zeziras neuse
Ma c’haje’r re-all ac’hane ;
E lavare caout e-unan
Fin d’ar brezel, hep re a boan,
Ar chasseer ne voa qet bêr
A lance cals flecho en êr.
Unan voe qen mad dirijet
An tigr en deveus bet touchet ;
En eur fesson en em stagas
Ebars er gouli e chomas.
Al louarn, p’en deus-an guelet
Tenna ar flech ne aille qet
Deus ar gouli voa gred dezàn,
A c’houlen neuse diontàn :
Piou e zê bed an temerer
En deus da vlesset qen fier ?
An tigr dezàn a responte :
Ne oun netra var gement-ze :