Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/121

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 117 )


Qen goas gouli e zeo, certen,
E comprenan e zeo an den.

Sans moral.


Cals deus a dud crèn ha vaillant
So ive sod ha forreant :
Dre an tigr-ze represantet,
Evel-se e zeint bourboazet,
Rac an oll armo a dremen
Hac a surmont oll nerz an den.


————


FABL 98.


Ar C’holeo hac al Leön.


Pevar c’hole en em assamblet,
Eun accord o deveus bet gred
Da chom an eil gant egile,
Disparti ebet ne vije ;
Neb a raje da unan fall
A raje ive d’ar re-all.
Al leön, aneze pa voelas,
Attaqi pevar ne gredas :
Petra bennac m’en devoa naon,
E rencqas lezel e goff scaon.
Evit ze ne gretje james
Attaqi pevar assambles.
Ho dispartia a glascqe
Ha dré gomso caër e c’heure ;
Neuse varneze e saillas
Ha prest avoalc’h ho devoras.

7*