Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/119

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 115 )


Pa deuomp da voelet anê
Gant daou-lagat an amitie.


————


FABL 96.


Ar Paün hac an Gru.


Ar paün gant ar gru a voa
En e zy ho daou o coania ;
M’e mimprize en eur fesson
Hac en em vanti direson,
O tisque dezi e blun coant,
Dre ma voaint brao hac excelant.
Mæs ar gru, pa voel qement-ze,
Droug-contant eus e vanite,
O tezirout ober rabat
Deus e ourgouil eun tamic mad,
Evellen dezàn a laras :
Ya, da blun a so caer bras,
Ne eller qet d’ê ajouti
Netra a gaër na coantiri ;
Mæs eur boan vras a pe gante
O clascq nijeal var an tye,
Ha mèn gant ma re en em four
Da doulla memeus ar c’houmoul.

Sans moral.


Dre’r fablen-màn eo disquelet
E zeuz roët d’an oll loenet,
Da bep-hini tout e vertu.
E nerz, e adres hac e du