Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/118

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 114 )


Hac an oll lapoucet ive,
Bras ha bian a bep coste,
En em dastument tout afour
D’en em renji en bord an dour.
An divea voa ar marmous.
Neuse e voe clevet eun drouz :
A ziabel, pa voe goelet,
Tout ar re-all so commancet
Farceres, goap a rent ive
Deus diadren e vugale.
Ar marmous ne voa qet contant
Hac a gomprene autramant.
Neuse e lavaras glorius :
Ne vo qet c’hui e vo ar juj ;
Jupiter vo a raï e c’hiz :
D’an hini garo vo ar priz ;
An hini jujo ar guella
Vo e vugale ar c’haëra.
Evit herve ma zantimant,
Eo ma bugale caër ha coant ;
Ma cleont bea preferet
Da gement hini so er bed.
Jupiter, pa gleo qement màn,
A gommanças hoarzin gantàn.

Sans moral.


Exempl ar garante dall-ze
D’ar marmous eus e vugale
A ziscq demp pegement ive
E qemeromp simplicite,
Ha pegement treo ar bed
A aparis demp dic’hizet