Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/111

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 107 )


Mèn anve facil da c’hoari,
Ne oufes qet ma zrubulli.

Sans moral.


Ne gemer qet eur galite
Ma na pe ’neï en guirione :
N’en em vant qet bea zavant
Mar dout eun azen ignorant,
Na beza nobl ha pinvidic
Mar dout eur paour qez reuzeudic ;
Rac pa voefer ar voirione,
E vi goapeet dre ar c’hontre.


————


FABL 89.


Ar Glesqer hac al Louarn.


Eur glesqer deus a eun arbrat
O sortial, a yez er c’hoat
Da gaout an oll loenet sauvach ;
Dèse neuse e lavaras :
Penaus e voa savant ha fin,
Memeus eun doctor meudeucin ;
Na Galien nac Hipocrat
Ne voïent sur an tan yolvat
Netra en tu-all na voye,
Nac eöm avis digante.
Al loenet brutal a gredas,
Nemet al louarn a laras,
Oc’h ober goap en eur farçal
Deus e vantezon disleal :