Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/112

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 108 )


Istim a raïomp nìn ennes
Savant er veudeucineres ?

Sans moral.


En em vanti deus a eun dra
Ha ne ouzer qet anezàn
So eun dra dign a voaperes
D’an oll dud evit farceres.


————


FABL 90.


An daou Gy.


Bea e voa guech-all eur c’hy
Qen accustumet da gregi
En qement den a dremene,
Ma rencqas e berc’hen neuse
Staga eur vas en e gerc’hen
Da zisquel d’ê en em diffen.
Ar c’hy droug a imaginas
E voa ennes eun henor bras,
Eur mercq deus anoudeges,
En recompanç d’e vadeles,
Ha dre eur vanite eston
E vimprize e gompagnon.
Ar chas-all, p’ho deus-àn clevet,
Unan fur bras hac anoudec,
Dre e experianç ha oad
En toes ar re-all venerab,
Da isellâd e ourgouil vras :
Ma mignon qer, a lavaras,