Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/110

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 106 )


Ar verc’h e deveus respontet :
Ma mam, an ent din disqueet.
Reït exempl, e veet heuillet.

Sans moral.


N’en deus netra qen eloqant
Hac eun exempl scler ha patant.


————


FABL 88.


An Azen guisqet croc’hen al Lëon.


Eun azen a voa egaret,
Dre eur forest vras o redec,
Eur c’hroc’hen leön a gavas
Ha gant ennes en em voisqas.
An oll loenet-all spourounet
A gommanç redec allarmet :
Ma clascqe aneàn e vest
A beb coste dre ar forest.
P’er guelas, e voe zoezet,
Dre ar fesson-ze dic’hiset.
Mæs estonetoc’h e voe c’hoas :
An azen d’e gaout a deuas
Gant bleujadenno direzon
O clascq yudal evel al leön.
E ziou scouarn dizolo chomet,
E vest gante a so lammet,
En eur lavaret evellen :
Ma c’hamallat coant an azen,
Trompl ar re-ally er blazen ;