Pajenn:Reflexionou christen var ar vesventi, 1853.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —

Ar Vesverien a zo coupabl a enep ar bévare Gourc’hemen.

Pez seurt respet, pez seurt oboissanç o devezo bugale Mesverien evit o c’herent, pere a zifenno outo freqanti an tavarniou ? Ar vugale-ze ha ne reont-hi qet goab eus o zud dirac an oll ? Ha ne c’hoarzont-hi qet dezo en eur eva boutaillad, hac en eur lavaret e zint tudigou simpl pere ne ouzont qen nemet radoti ? Peguement a boan, a nec’hamant evit ar guerent ! Pet güech ne dint-hi qet oblijet da veilla bete pell en nôs evit gortoz o mab mesvier, pehini, hep sònja en cosni e dad hac e vam, a guntunu e zebauch hac a c’hoars eus a chagrin e vam hac eus a c’hourdrouzou e dad ?

Eus a bers ar guerent. — Pez seurt instruction a ell réi d’e vugale eun tad Mesvier ? Penaos ec’h ello beilla var o c’hundu ? Penaos ec’h ello an tad repren e vugale pa o güelo oc’h heuill e exempl, o freqanti compagnunesiou fall, oc’h en em goll, hac en distro d’ar guear o trêti o mam evel eur zervicheres, hac oc’h e insulti evit e avisou mad ? Petra a lavaro neuze an tad, pehini eo ar c’henta da redet d’an tavarniou, ar c’henta da injuria ha da voal-drêti e bried ? Penaos ec’h elfe rebech o viçou d’e vugale, o veza vicius e-unan ? Sònjal a rai ne servichfe qet calz dezàn parlant : hac en effet, mar parlant, e velo souden peguen nebeut a gâs a rear eus e avisou. Pez seurt effet a rafe e gomziou ? E exemplou fall o deus muy a nerz evit cundui e vugale en hent eus ar viç.

Ar Vesverien a zo coupabl a enep ar bempet Gourc’hemen.

Lavaret a eller penaos eo ar Vesventi ar pen-caos, da nebeuta evit an ordinal, eus ar muntrou pere a zo difennet dre ar bempet Gourc’hemen. Pa seller piz, e c’hanavezer ne vez great casi muntr ebet gant eun den pehini a ve var yun. Pa vez pounner ar penn dre ar boesson, e zoar nebeut dispozet da zoufr eun injur, ha disposet mad da injuria ar re-all : en em facha, en em goleri a rear, en em sqei, etc… Ha calz a dud maleurus a zo er prisoniou (calz memes er galeou), pere ne vijent qet eno, ma n’en divije qet ar Vesventi roet dezo an ardisèguez criminal a enep o nessa.