Ar Vesverien a zo coupabl a enep ar c’huec’hvet Gourc’hemen.
An oll a voar penaos ar güin, ar cher vad hac an impurete a zo compagnunezou pere n’en em separont cazi morse, ha Sant Paol a zifen ar Vesventi, abalamour al lubricite en em gav er güin.
Ar Vesverien a zo coupabl a enep ar zeisvet Gourc’hemen.
Darn a zastum en tavarniou dle pere a ouzont ne ellint qet da baëa, ha pere ne baëint biqen ; darn all a zispign en davarn arc’hant pehini a eljent hac a dlejent dispign evit paëa o dle. Peguement a laëronciou, a injustiçou eus a bers ar vugale en andret o zud, eus a bers ar zervicherien en andret o mistri evit contanti o inclination da eva !
Redec a elfemp oll Gourc’hemennou Doue ha re an Ilis, an oll obligationou eus a eun tad a famill, eus eur c’hraouadur, eus eur zoudard, eus eun artisan, etc., hac e ve eas compren penaos ar Mesvier n’en em acquit eus a zever ebet evel ma tle en ober e coustianç. Ar Vesventi, el lavarat a reomp c’hoas, eo ar zourcen eus an oll dizurziou hac eus an oll grimou. Ar Vesventi eo ar c’holl bras eus an ene, ha ma teufe ar maro da sqei subitamant an den-ze er stat a Vesventi, ô va Doue ! pebes sort, siouas ! Bemdez gouscoude e clêvit lavarat : An den-mâ a zo couezet en dour hac en em veuzet, mèzo e zoa ; ennes a zo couezet divar eur voguer pe divar eun ty ; ar charetour-ze a zo bet lazet gant e gar ; eun all a zo bet lazet dindan eur vezen, pe a zo couezet en eur punç, en eur vengleus, hac a zo maro var ar plaç. Pet Mesvier a zo eat er stat-se dirac Doue ! Hac int a zo bet surprenet ! O trista dihun ! Dihuna eus ar Vesventi etre daouarn Doue, pehini a bunis ar Vesventi hac an oll bec’hejou pere a drein var e lerc’h ! Eur Mesvier pehini a varv mèzo a varv en stat a zaonation, ha ne vezo remed ebet evit e valeur. Pa na ell eun den mèzo, scòet gant an taol eus ar maro, na côves, na goulen pardon ouz Doue, na receo Sacramant ebet, ne ell gortos nemet an daonation, hac ar c’holl eus e ene a zo certen.