Pajenn:Reflexionou christen var ar vesventi, 1853.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —

dreizi. Evelse tromplerien fin a vel petra a zònch, hac a obten digantàn aranjamanchou pe varc’hajou control d’e interest. Pa vez divorfilet ha deuet ennàn e-unan, en deus qeus o velet pez seurt marc'hajou en deus great e clasq o zerri ; mes re zivezat eo, siouas evintàn !

(Beilladegou ar Presbytal.)

Ar Vesverien a zo coupabl a enep an drede Gourc’hemen.

Peguement n’en dê qet profanet an drede Gourc’hemen ! An deiz santel eus ar Zul, deiz an Autrou-Doue a zo deuet da veza deiz an drouc-speret ; an deiziou a zilvidiguez a zo deuet da veza evit ar Vesverien deiziou a zaonation ; ar Vesverien a chench an deiziou a c’hraç hac a vizericord en deiziou a zizurz hac a bec’hejou. D’an deiz santel eus ar Zul, Doue a c’halv ar bopl fidel d’an ilis evit selaou e lezen zantel, adori ar mysteriou eus ar Religion, ha receo e c’hraçou ; evelse ive an drouc-speret a half d’e ilis (d’an tavarniou) ar re a aparchant outàn, ha pere, siouas ! a zo fidel d’en em gaout en e assambleou, en pere e parlantont e langach, e tesqont e lezennou hac e uzachou. Eas eo compren eo an davarn ilis an diaoul, hac evit qementse, gouelit petra a dremen en ilis Jesus-Christ : cana a rear enni meuleudiou Doue, hac en davarn, en ilis-se eus an diaoul, e caner chansoniou evit eva, chansoniou dishonest, composet gant ministret Satan ; ne glêver eno nemet comziou sot ha libertin. En ilis Jesus-Christ eo eun dra caer meurbet gouelet an union eus ar bopl fidel pere n’en deus oll nemet eur vouez hac eur galon evit meuli Doue : en ilis an diaoul (en davarn) ne zeus nemet trous ba dizurs : e leac’h ar c’hleyer pere a c’halv ar bopl fidel da dy an Autrou-Doue, ne glêver nemet trous ar picherou, trous ar gouer, pehini a zigaç bep moment da vemor d’ar Vesverien e maïnt en ty Satan. An deiziou Sul, pere a dlefe beza ar re zantela etouez ar gristenien, eo an deiziou en pere e pec’h muya ar Vesverien, en evelep fêçon ma c’helfet lavarat penaos supprima ar Zul a ve evita eun infinite a bec’hejou d’an dud·se, pere ne dennont james muy varnezo coler an Autrou-Doue eguet en deiz-se, pehini en devoa roet dezo evit meritout e c’hraçou hac e vizericord.