Pajenn:Reflexionou christen var ar vesventi, 1853.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 5 —

Sant Augustin a antren ivez er memes santimant, pa lavar penaos an hini a zo sujet d’ar Vesventi ne goumet qet hepqen eur pec’het, mes a zo e-unan pec’het, evel teuzet ha chenchet en pec’het.

An Tadou Santel a lavar a ur voues penaos ar Vesventi eo ar zourcen eus an oll grimou ; ha na gredit qet e lavaront muyoc’h eguet a zo güir : ar breuven a zo sclear hac eas da rêi. Examinit Gourc’hemennou Doue, hac ec’h anavessot ne zeus hini anezo a enep pehini ar Mesvier ne n’em rent coupabl en eur fêcon indign.

Ar Vesverien a zo coupabl a enep ar Gourc’hemen qenta.

Ha lavaret a eller e rent ar Vesverien da Zoue an hommach souveren pehini a dleont dezàn, hi pere, herves Sant Paol, ne anavezont qen Doue nemet o c’hôf ; hi pere n’o deus qen gout, qen sourci nemet da gontanti o zansualite ? Selaouit o c’hanaouennou pa vezont mèzo : ha meuleudiou Doue eo a ganont ? Ha diouz an nôs, araoc mont da gousqet, hac ober a ellint-hi o fedennou evel ma tle peb christen o ober ? Penaos ec’h elfent pedi, pa ne ouzont qet petra a reont ?

Ar Vesverien a zo coupabl a enep an eil Gourc’hemen.

Petra a zo caos eus a guement a zacreou, a vlasphêmou qen horrubl, a guement a gomziou a enep ar religion, a enep ar vêleyen, etc. ? Ha ne dê qet ar Vesventi evit an ordinal ?

Remerq. — Eun den mèzo pehini ne voar petra a lavar, ne ell qet beza prudant en e gomziou : lavarat a ra ar pez a deu en e benn, hep reflexion , hep moderation, hep reserv ebet ; lavarat a ra eus ar re-all an oll drouc a voar hac an hini ne voar qet ; lavarat a ra ar c’homziou loussa a enep ar Religion, a enep ar vodesti, dirac bugale, memes dirac e vugale e-unan ; cana a ra chansoniou fall, hac, hep e sònjal, e had en drô dezàn ar goal exempl hac ar gorruption, hep ma ve gouscoude excusaploc’h.

Perac en em lacât er stat-se a follentez ? Allas ! alies e lavar traou pere a garfe goude ze beza tavet ; trahissa a ra e zecrejou, e interest, e enor, e gomerç, e afferiou. Ar Mesvier a zo hevel ouz eur veren pehini a lès ar sclêrijen da dremen