Mont d’an endalc’had

Pajenn:Reflexionou christen var ar vesventi, 1853.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —

An Autrou Durand. — En ober a ellac’h, hac en ober a dliac’h : mil güech eus lavaret deoc’h en em rentec’h coupabl o vesvi an dud.

An Tavarnier. — Ha c’houi a falfe deoc’h e crocfen en o diouscoas evit o lacât er meas eus va zy ?

An Autrou Durand. — Heb douetanç ; er fêçon-ze pe en eur féçon-all, ne rafac’h nemet ho tever, pa na dint qet rêsonabl avoalc’h evit selaou hoc’h avizou.

An Tavarnier. — Ah ! ma rafen an dra-ze, ne deufe den d’am zy. Me a ranq beva ive ; ha ma chasseàn an dud eus va zy, n’em bezo mui a braticou, hac ec’h ellàn staga va dent ouz ar rastel.

An Autrou Durand. — Selaouit, va mignon : Beva a rànqit, güir eo ; mes ne dleit qet mesvi ar re a ya d’ho ty.

Beva a rànqit, mes nonpas divar goust qement a dud pere a revinit, o terc’hel en ho ty epad daou, tri, pêvar devez tadou a famill, artizanet, pere, evit eva o-unan, ne roont qet eun tam bara da zebri d’o bugale.

Beva a rànqit, mes sònjit ivez e rànqot mervel, ha penaos e credot-hu aparissa dirac Doue gant eur goustianç samet eus a guement all a bec’hejou, eus an oll bec’hejou eus a bere oc’h caos o lezel an dud-se d’en em vesvi en ho ty d’ar Goueliou ha d’ar Zuliou.

Beva a rànqit, mes laqit urz vad en ho ty ; na bermetit qet ennàn comziou a enep ar religion hac an honestis christen ; na bermetit qet ennàn antretienou particulier entre ar baotret yaouanc hac ar merc’het yaouanc ; na roit qet da eva epad an ofiçou, particulieramant d’ar re eus ar barres ; na zigorit qet ho tôr d’ar Vesverien ; refusit da eva d’ar re a zo anat ar güin varnezo ; pedit ar re a zo erruet er poent-se, hep ma veac’h coupapl, d’en em denna qüit. Accomplissit en ur guer an oll deveriou comandet gant ar justiç, ar garantez hac ar Religion, hac e vevot gant honestis ha gant henor. An oll dud a fêçon a yélo d’ho ty, abalamour ma vezint assuret n’en em vesvint qet ennàn. Calz a dud a ranq monet d’an tavarniou evit o aferiou, o c’herent, o mignonet : ma ve eun tavarnier pehini a laqafe urz vad en e dy, ar re-ze oll ne felvesse qet dezo mont e leac’h all.

Au davarnerien ne gredont qet laqat ar Vesverien er-