Mont d’an endalc’had

Pajenn:Reflexionou christen var ar vesventi, 1853.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —

meas eus o zy, na refus dezo da eva ! Ia, epad ma ell ar Vesverien-ze paea ; mes an davarnerien n’o deus aoun ebet evit laqat ermeas ar Vesverien anavezet evit paeamantourien fall ; n’o deus aoun ebet evit o laqât ermeas, pa na ellont muy eva : neuze o laqeont ermeas hep truez ebet, en creiz an nôs, dre an amzer ar rusta, hep en em chagrina da c’houzout pe e perissint en hent, pe ne raint qet.

Eun tavarnier a zo oblijet, dre e etat, da viret na ve Doue offancet en e dy. Mes petra a ra-én ? Ne sell qet pe en deus bet avoalc’h an hini a antre en e dy, pe n’en deus qet bet : ne zònch nemet da rêi da eva ha da brofita. An oll a voar pebes tapach, pebes dizurz a ve en tavarniou d’an deiziou Sul, d’an deiziou marc’hat, d’an deiziou foar. Mar en em arrêtit e qever dôr eun davarn, e clêfot eno cana, crial, blasfêmi ; e velot o sortial ac’hano tud mèzo mic-dall. Ha coupapl eo an tavarnier ? Ia certen ; n’eus douetanç ebet, pa zeo güir en em rent participant en eun action fall, pe, evit lavarat güell, en mil action fall. Eun tavarnier fall a lès eun infinite a dud d’en em vesvi en e dy, da gana chansoniou fall, da lavarat comziou impi, control d’ar Religion, d’ar burete ; permeti a ra dezo dispen reputation o nessa ; o derc’hel a ra epad an deiz hed-a-hed, da Zul, ha memes epad an ofiçou ; permeti, tenna a ra en e dy tud yaouanc pere en em goll eno, tadou a famill, artizanet paour, pere ne zortiont nemet pa o deus dispignet o güennec diveza. Ar sican, an emgannou, ar gassoniou, ar venjançou, revin ar famillou, dizurziou an tiegueziou, ar maro memes, cetu pez seurt frouez a brodu ordinalamant an tavarniou fall.

Ho ! credit ac’hanòn, va mignon, ho tivrec’h a zo mad, nerz oc’h eus : labourit, e leac’h beza tavarnier ; muyoc’h a fatic ho pezo evit güir, mes ivez hoc’h ene a vezo muyoc’h en assuranç, ha c’houi a vezo muyoc’h henoret.


————

----

E Montroulez, eus a Imprimeri LEDAN, e traòn ru a Vur.