Mont d’an endalc’had

Pajenn:Reflexionou christen var ar vesventi, 1853.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —

grit eur binijen sincer ha chenchit antieramant a vuez. Dihunit, goüelit, hirvoudit, yudit dre ho clac’har. Ululate.

En em adressi a ràn ive deoc’h-hu pere a freqant ar Vesverien hac a zo o mignonet, hac hoc’h exhortàn da evita o c’hompagnunez ha da dec’hel a grenn diouto. O c’hompagnunez a zo danjerus evel eur c’hlénvet spegus, hac a dra sur e teufet da veza hevel outo. Ouspen-ze, mad eo ec’h anavessent e tec’her diouto, evit ma teuy ar vez (mar dint c’hoas capabl da gaout mez), d’o lacàt da antren enno o-unan.

Plijet gant misericord an Autrou-Doue goloï a gonfusion qement hini a zo sujet d’ar viç detestabl-ze, evit ma teui ar vez d’en em velet disprijet ha rebutet, d’o c’hontraign da renonç d’o dizurs ! Pedomp-oll an Autrou-Doue da imprima en caloun ar Vesverien eur volontez ferm d’en em voderi, evit ma c’hellint evelse repari o buez fall tremenet, rei exempl vad d’o nessa, pere o deus alies scandalizet dre o exemplou fall, ha meritout dre ar gundu-ze an eürusted eternel.

(Beilladegou ar Presbytal).


————
Petra eo an Davarnerien ; pehini eo o dever.
(Tennet diouz Beilladegou ar Presbytal.)

Eun den a varvas dre accidant, ha mèzo mic-dall.

An Autrou Durand a gav an tavarnier en ty pehini an den maleürus-se a voa en em vesvet. Ober a ra dezàn rebechou : c’houi, emezàn, a zo caos eus an accidant-se.

An Tavarnier. — Me ?

An Autrou Durand. — Ia, c’houi ; c’houi oc’h eus mesviet an den-ze.

An Tavarnier. — Me ne m’eus qet pedet anezàn d’en em vesvi, ne m’eus-én qet contraignet da eva.

An Autrou Durand. — Qement-se a ell beza guir ; certen eo gouscoude ec’h eus roet dezàn ar pez a gare da eva. Ha ne dliac’h-u qet refus dezàn, pa oc’h eus santet en devoa avoalc’h ?

An Tavarnier. — Ah ! ah ! me ne ellàn qet refus da rêi da eva d’ar re a c’houlen.