Pajenn:RBV 1867-1 p221-226.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Noz ha deiz, war ar mezou, e kleveur o iuda,
Vel ar wan-waon er c’hoajou, ann ijinou dorna ;
Breman e torn al loened ann ed gant kalz a drouz,
Ann dud n’ho deuz ken labour nemed da heja plouz.
 
Klevid ar iouc’hadennou, gwastel eunn tu a zo,
Greg ann ti, war eur foesken, d’al leur a ra ann dro ;
Goude reuz ann drid-kaloun, eur banne jigoden,
Diskenned a leiz gweren, a zalc’h ann dorner gren.

Setu tro ar wenterez da zont war al leuriou,
Ar plouz az a d’ar blouzeg, ann ed d’ar zolierou ;
Ar parkou hag ar prajou a-rez a zo touzet,
Ann dud, a benn ar gouanv, ho boed ho deuz tuet.
 
Al loened ho deuz ivez ho grinielou bihan
Hag enn-ho e lakeont, kleng ha brao ha buan,
Ann hurusoun avalou, ar wiber kraou-kelvez ;
Ar gerel, ann herminig a ra hoc’h eosd ivez.