Pa vez ann heol o tomma e kaveur enn henchou,
Euz ann eil tu d’egile, merrien a c’hrubuillou,
Da vond da glasg ho freizig ez eond a vanden
A-bell oud ho c’hastel-kre gant reiz brezelourien.
Klevid eunn tad hag eur vamm o tika er voden,
Ho re vihan, dinerz c’hoaz, magadur a c’houlenn,
Eur c’haz, a oar he vicher, a ra d’ezho ann dro…
Ann diouaskel a ziflap… unan a zo maro !
Pegen evuruz oc’h-hu, c’houi, bugalez kristen,
Da gaoud eunn tad hag eur vamm bepred enn ho kichen ;
A beb droug e tiwallond ho korf hag hoc’h ene,
Ha mar deuid da vervel ez id d’ann env goude.
Dastumomp eostou founnuz da gas d’ar baradoz,
Hou-nez eo ar wir zolier d’ann holl, iaouang ha koz ;
Al logod hag ar razed eno n’az eont ket
Rag ann ed a zo eno a zo da bad bepred.
I.-M. ar Iann.
Pajenn:RBV 1867-1 p221-226.djvu/6
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ