Mont d’an endalc’had

Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/248

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
236
chansons et danses des bretons



Ho-man a retornaz d’ar ger ;
E-barz ’n he gwele ho deuz laket
E-barz ’n he gwele ho deuz laket,
Hag hi zo et d’ann ofern-bred.

Juluan ariez ar ger ;
Drouk-sonj he bried en euz bet
Drouk-sonj he bried en euz bet :
He dad hag he vamm ’n euz lazet.

Ha pa ’n euz bet ann torfed groet,
En traou gand ar vins hen zo et
En traou gand ar vins hen zo et,
He bried paour deuz rankontret ;

— Ma fried paour, d’in a lered,
Piou’barz em gwele pa laket
Piou’barz em gwele pa laket,
Keit e oaz’ vond d’hez ofern-bred ?

— Juluan, oa ho tad hag ho mamm,
Oa pell en tourmant hag en poan
Oa pell en tourmant hag en poan.
O klask ho mabik Juluan. —