Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
235
GWERZ ET CHANTS RELIGIEUX
Kement zo groet deuz hen karet
Ken e d’ar verc’h hen dimezet ;
A zo roet etre ho daou
Eur c’haslel ker, eunn arc’hel aour.
Ho-man oa eur plac’hik modez
Da itron vari a Garnez ;
Eunn dewez’vond d’hec’h ofern-bred
Daou denik koz deuz rankontret.
Daou denik koz, d’in a lered
Pelec’h ac’h et, pe ’n an oc’h bet,
Pelec’h ac’h et, pe ’n an oc’h bet,
Pe’ p euz ho tezir da vonet ?
— Me’ zo pell en tourmant hag en poan
O klask hon mabik Juluan ;
Am eump torret hon c’halono
Nag o vale dre ann hincho.
— O Doue da vezan meulet !
Juluanik d’in zo dimet ;
A zo roet etre hon daou
Eur c’hastel ker, eunn arc’hel aour. —