Mont d’an endalc’had

Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/217

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
205
GWERZ ET SONN



Ha neuze weliz ar blei
Gwisket en voulons hag en sei
O lampad dreist da gleut al lannek,
’N he c’henou eur marc’h hag eur gazek,

Neuze weliz al logoden-dall
’Tougen ar bed-man hag ar bed all,
Ha c’hoaz a lere al logoden gez
N’ da ket treo-’wac’h deuz he bec’h.

Neuze weliz al laouenan,
A lar ann dud n’e ket bihan,
O skrapat gand he ivino
C’hesa tol Treger en Goelo.

Neuze weliz war dour Runan
Ann tad-moualc’h ’kludan ar vran,
Ha lost ar bik war ann dresen ;
Cheutu achu ma c’hanoen.


Chanté par le docteur Geffroy.

Air de « une dame tartine ».