204
chansons et danses des bretons
SONIK
Me n’am euz biskoaz laret gaou,
Mes bremazonn me laro daou.
Me oa bet ann de all en Goudlin,
Hag a weliz ann er o tenna lin ;
Hag al logoden hag ar raz
O tougen lin war ar c’hravaz
Ha c’hoaz a lere al logoden d’ar raz
Lakat war n’hi, hag a dougje c’hoaz.
Neuze weliz ar cheveulek
Gant-han eur c’horn — butun’n he veg,
Hag eur gontell gant-han’n he dorn
O traillan butun da lakat’n he gorn.
Neuze weliz al louarn,
Gant-han’n he benn eur brid-houarn,
O tremen dre eur bagad polizi
Hep na redaz war-lerc’h hini.
|