Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/197

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
185
GWERZ ET SONN


’Barz e ti Mari Beron ez int bet diskennet,
Ho ! ia, dre ma voa gant-he ialc’hou martoloded.

Ar merc’hed-ze a drinke hag a lipe ho beg,
Hag ar voarsed a gane, a gane en gallek ;

Hag ar voarsed a gane, a gane en gallek,
Hag ar merc’hed a c’haurze, dre ma n’intentenn ket ;

Nemed eunn dortez vihan deuz a vourk Karantek :
Honnez voa bet er gouant, o tiski ar gallek ;

Honnez voa bet er gouant, o tiski ar gallek ;
Hag a bede [1] mil malloz var ar vartoloded.

Ma vefemp ni intoanien, gras d’eoc’h [2] ne vefomp ket ;
Nimp ’zeuio c’hoaz eur veach, eur veach d’ho kuelet ;

Hag a zigaso d’eoc’h c’hui na peb a chapeled.
Ha peb a voalen arc’hant d’ho kamaradezed.

  1. Variante : « a bec’he mil malloz, — juraient mille malédictions. »
  2. Variante : « gras d’emp — grâce à nous. » C’est un non-sens absolu.