Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/196

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
184
chansons et danses des bretons
MERC’HED A LOKENOLE



Merc’hed a Lokenole a zo merc’hed a stad (bis).
Ne brizont ket da zansal nemet gant paotred vad (bis).

Merc’hed a Lokenole ia d’ar baluden,
Divouchouer, diarc’hen, kuef ebed var ho fenn.

Merc’hed a Lokenole o deveuz prometet
Monet e pelerinach da Sant-Iann beniget.

Ar person a lavare, d’ar sul, en ofern-bred :
— Divoalit, merc’hed iaouank, deuz ar vartoloded. —

Ar merc’hed a respontaz deuz a draon ann iliz :
— Sermonit, aotrou Person, ha nimp raio hor giz. —

Ne voa ket peurlavaret na mad ar gousperou
E voa ar merc’hed iaouank er ger a Blouganou.