Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
171
GWERZ ET SONN
Et e gant-han al langouren,
Ann askorn-kroaz hag ar josken.
Potred ann Treud oa’ c’hadan kerc’h,
Hag a diredaz war-he-lerc’h ;
Ha ma krient ha c’harz ha sko ;
— Et ar porc’hel gant Korbino ! —
En ti Pipi ’nn Du ’n euz groet woaz :
Debet skoagen ar gazek c’hlaz ;
Debet ’n euz brid ar gazek wenn
Ha boto ler an verc’h viffen ;
Debet an euz ar c’hulier kroaz
Hag ar c’hropier diwar ar bas.
Tud Eflam goz a levere
Ann eil d’egile deuz an-he :