Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/184

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
172
chansons et danses des bretons



— Ha daoust para c’hoari d’hon c’hi,
Na denfe ket he dijuni,

Na n’e ann avu hag ar skeven
E zo manet en touez he dent ? —



Pipi ann Du a levere
Da Eflam goz, pa hen salude :

— Me ho ped da staga ho ki.
Domaj ewalc’h ’n euz groet em zi.

Me ho ped da werza ’r gark foen
Ha prena d’ho ki eur chaden,

Eun c’holier melen ’n he gerc’hen,
Vo anevet a dra serten,

’Wit pa valeo dre ar vro
Vo aneveet Korbino. —