Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
150
chansons et danses des bretons



V.


Larez te d’in, evn bihan,
Te ’n euz plun ha diou-eskel,
Na mond a raz evid on
— Ie, tralira tralalik tralira —
Na mond a raz evid on
Eur veachig a bell ?


VI.


Da gerc’had d’in ma iaouankiz
Hag a zo et a droad ?
Ha pa vi aru aman
— Ie, tralira tralalik tralira —
Ha pa vi aru aman
Nimp ’evo boutaillad. —


VII.


— Taw d’in gand da iaouankiz ;
Na p’az eo et ’n he roud,
Gand oll vado ar bed-man
— Ie, tralira tralalik tralira —
Gand oll vado ar bed-man
N’on ket ’vid hen kavout. —


VIII.


— Ia, med kent’n euz ma c’houiteet
Dismeganz an euz d’in gret :
Tortet an euz ma diskoa
— Ie, tralira tralalik tralira —
Tortet an euz ma diskoa,
Ma barw an euz grizet,


IX.


Ma dent dimeuz ma geno,
Ma fenn dizoloet,
Ha ma oll ajilite
— Ie, tralira tralalik tralira —
Ha ma oll ajilite,
Oll ez int gant-hi et.