Mont d’an endalc’had

Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/165

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
153
gwerz et sonn
ANN DEN KOZ HAG ANN EVNIK



I.


Na dec’h, d’ann noz diveza,
Ha pa oa koaniet d’in,
Ha me o vond em jardin
— Ie, tralira tralalik tralira —
Ha me o vond em jardin
En aviz pourmenin.


II.


Ha me o vond em jardin
En aviz pourmena,
Ha me’klevet eunn evnik
— Ie, tralira tralalik tralira —
Ha me ’klevet eunn evnik
War eur boud o kana.


III.


Hag o vonet ann evnik
Hag o c’houlenn ouz-in :
— Pe te ’zo klanv a galon
— Ie, tralira tralalik tralira —
Pe te ’zo klanv a galon,
Pe te ’n euz poan spered ?


IV.


— Na n’ez on klanv a galon,
Med em euz poan spered
Na gant keun d’am iaouankiz
— Ie, tralira tralalik tralira —
Na gant keun d’am Iaouankiz
En deuz ma c’houiteet.