Mont d’an endalc’had

Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/149

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
137
GWERZ ET SONN


Komered kador hag azeed kichen ann tan,
Ma po ’r banac’h gwin da eva da c’hortoz ho koan, —

Pa’n eva debet hag evet hag hen gret he rol,
Hag hen ’laret d’eur plac’h neuze dizervijin ann dol.

— Tenned gan-ac’h ho poulaillo, plajo ha gweren ;
Ma c’hesed d’eur gampr da gousket ’n eur gwele kempen. —

Eno komansaz ar filout kaout nec’hamant,
O chonjal en he beamant, pa na ’n oa arc’hant :

— Ha debet am euz hag evet ha groet am euz cher ; —
Penoz a pein ma skoden, pa n’am euz diner ? —

Ha comprened ar finese demeuz ar potr fin ;
Eunn diou pe der heur ’rog ann de hen ia d’ar jardin ;

Hag hen o komans neuze toullan ann douur,
Hag oc’h interin he vrago en toull-ze raktal.

Pa ’n oa interet he vrago ebarz ann toull-ze,
Deuaz adarre ’n he wele da c’hortoz ann de.