Laket ’n euz ’n he fantazi mond da boursu he chans ;
Kas ra gant-han aour hag arc’hant ’barz ann abondans.
En Montroulez hag en Gwengamp, en Treger e bet,
’Barz en Dinam, en Sant-Malo hag en Sant-Briek ;
Ac’hane e deu da Bariz ar filouter fin,
Hag ar ialc’h a deu da blada souden alafin.
Ac’hane e deuaz neuze d’ar ger a Raon,
Hag eno e manket d’ehan he brovizion.
C’hoaz en eva efronteri da c’houlenn lojan
Ebarz en eunn hosteleri, n’oa diner gant han.
En em antren ebarz ann ti, en den brao gwisket :
C’hoant em euz, ’me-han, ma hostiz, da vean lojet ;
C’hoant em euz da vean lojet en ti-man fenoz,
Hag eur banac’h gwin da eva ebarz em repoz. —
Ann hostiz prest d’hen dizervijin d’ehan ’n euz laret ;
— Antreed eta, den iaouank, lojet a veed.