Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
131
GWERZ ET SONN
’Nn otro Rumin p’hen euz klewet,
He vaionetez en euz tennet,
En he galon ’n euz hi blantet
Ac’hane neuze int bet et ;
Beteg ar pasaj e oe traignet,
Hag eno a oe peurlac’het.
⁂
Ann otro Rumin a lavare,
Etal ar pasaj p’en arie :
— C’hasted prepari hoc’h hacho.
Vit ma vo hachet ann otro. —
He vap henan a respontaz
D’ann otro Rumin, ’vel m’hen klewaz :
— ’Vit ze, ma zad, na vo ket groet ;
Mizer awalc’h en euz soufret ;