Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/137

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
125
GWERZ ET SONN


Ann otro maer p’hen euz klewet,
Prim en he zao zo savet.

Ar mewel paour a lavare
D’he vestr ar maer ’vel en gwele :

— Ma mestr paour, di-ou-in [1] ma sented
Da gomz out-hena n’efed ket ;
Rak gourdrouz fall zo ’n hoc’h eneb. —

Ann otro maer a respontaz
D’he vewel, evel m’hen klewaz :

— Me na ran forz piou zo aze,
Ec’h an raktal da gomz out-he. —

En toull ann nor p’eo ariet,
Daou ’n he goller zo kroget,
Emez ann ti en deuz kaset :

— Otro ar Maer, deud gan-imp-ni,
’Vit lenn eul lizer zo gan-imp ;

  1. Pour diouz-in, en trégorrois, et mieux, ouz-in.