Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
115
GWERZ ET SONN
Laret re ann eil parez d’eben :
— ’N em glevomp oll, ha na denno den. —
Ma larjont oll ’n eur memeuz mouez :
— Kenta ’denno a gollo he vuez. —
M’az eaz unan war ar vur,
Hag a seblante eunn den fur ;
Hag a lavaraz d’ar bobl neuze :
— Chomit oll en ho trankilite.
Deit oun a-berz ar c’homisaer
Da laret d’eoc’h taol ho pijer. —
Mond a rent war zu ann aoditer,
O c’huchal derc’hel mad d’ho bijer :
— Rak ma dirolfe Pipi Gouer,
Ezom hon devo deuz hon bijer. —