Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
114
CHANSONS ET DANSES DES BRETONS
⁂
Ann deiz da denna p’eo ariet,
E kanton Prat a oent asinet.
Hi d’ann iliz da ober ho foden
Da drei diwar-n’ho ar blaneden,
Er c’hanton pa ’z int ariet,
Oll en eur bagad dastumet.
Ar c’homisaer en deuz goulennet :
— Hag ari a zo parez ebed ?
— Ia, evad, eme Tonkediz ;
Ni ’zo aman, ha Kavaniz.
— C’hoant braz em euz ha bolonte
M’en em renkfac’h aze a goste,
Evit ma lenni d’eoc’h ann dekred
Penn-da-benn, evel em euz han bet.