Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IV
Ar c’haon
Perac e soun kaon ar c’hleier — hirio,
Ha guisket e du ar geler ?
Perac ar re fall o c’hoarzin
Hag ar re vad var ho daoulin ?
Arme ar Pab ’zo distrujet, — siwas !
Ar re fall ho deuz gounezet !
Kouet eo var dachen ar Brezel
Bugale yaouank Breiz-Izel.
Pegeit e ma ho relegou, — pegeit ?
Piou a bedo var ho beziou ?
Ælez an Env, c’houi a zougo
Hor pedennou betek e’n ho.
Mammou, breudeur, ha c’hoarezed, — eta
E leac’h gouela, pedi ’zo red.
Da heul pedi, meulomp Doue !
Kaër ho maro, kaër ho bue !
Kouet int evel ma tle kouezoud, — bepred,
Kristenien Breis, o lavarout :
« Maro ’vit ar feiz, maro mad !
» D’id va bue, d’in va brud vad. »