Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30
Ha pa dremenint dirazomp, — goude,
Ni lavaro, ken etrezomp,
An tad hag ar vamm a dremen
Eo tud ar brezellour kristen.
III
An distro
A be varzu e tistroit ?
Ha c’hui zistrofe deus ar vro
Ma zeus e n’hi brezel garo ?
Heb gaou deoc’h c’houi, me lavaro, — ia da,
A be gostez e maoun distro :
Me zo distro deus ar vro griz
A ra brezel rus d’an Ilis.
E’n e zourn savet he gleze, — eun deis,
Hor c’habiten a lavare,
A lavare d’he zoudardet :
« Trec’hi pe vervel, mignouned ! »
Anter kant mil den dirazomp, — a zo
Nemet euneg, ni ne domp !
Aotrou Doue, oh ! ni ho ped,
Kennerzit breac’h ar Vretouned !