Mont d’an endalc’had

Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29


Lamorisier, den a galon, — ma zô,
Enor hor Breis, hor guir vignon
Ker koulz kristen ha soudard mad
A gerz e’n ho raok d’ar stourmad.

Fisianz ha kourach, kenvrois, — eta,
Evit harpa guir an Ilis
Diskuezit e zeus c’hoas, e Breiz,
Tud a galoun ha tud a feiz.

Difenn ar guir a zo bepred, — ia zur,
Loden an dud eün a spered,
C’hui ho c’heus c’hoas guelloc’h loden
Ar guir hag ar feis da zouten.

Stard a galoun, c’hui a vezo, — bepred,
Gant ar guir rouden, c’hui ’gerzo
Hag e ve deg ouz pep hini
C’hui ’varvo, ma n'hellit trec’hi !

Mar red ho koad var an dachen, — eun deis,
Ni ’raï evidoc’h eur beden ;
Ni laouennaio mamm ha tad
Ni zec’ho dour ho daoulagad.