Mont d’an endalc’had

Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


KASTELFIDARDO


————


I


Ma red hor goad var an dachen, — eun deiz,
Te ’rai evidomp eur beden ;
Te lavaro : « Aotrou Doue,
R’ho pet truez ouz ho Ene. »

Te ’laouennaio, mamm ha tad, — ive,
Te ’zec’ho dour ho daoulagad,
Te ’lavaro : « Na welit ket,
Ho mab ’zo d’an Envou pignet.


II


Bretouned yaouank, ho kuitaad, — hirio,
Ho ti, ho pro, ho mamm, ho tad,
Bugale vad hor Breiz-Izel
Daoust ha c’hui ’iafe d’ar brezel ?

Mar deomp d’ar brezel, ag e zeomp, — avad,
Var galv Doue eo e kerzomp ;
Pe ni vo trec’h pe ni trec’het
Gant Doue ni ’vo kurunet.

Mar dit d’ar brezel hag e zit, — heb mar,
Var galv Doue eo e kerzit
Pe c’hui ’vo trec’h, pe c’hui trec’het
Gant Doue c’hui vo kurunet.