Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
32
V
Trec’het oc’h bet gant an niver, — hebken,
Treiset ouzpen, Breizis ker,
Kalounek oc’h bet e’r gombat
Koll ’zo gounit pa stourmer mad.
Ho koad e redek d’an douar, — du-ze,
A lakaio fin d’hor glac’har,
Goad ar verzerien a laka
Blenchou an ilis da vleunia.
Kenavo d’heoc’h ; evit biken ! — brema,
Oc’h gourvezet var an dachen ;
E Breis, n’hellimp mui ho koueled
En Envou ne lavaran ket.
Pa velimp e korn an oaled, — en ti,
Ho skabellik goullo chomet
Ni lavaro mintin ha noz
Kenavo d’heoc’h e’r baradoz.
————