Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/292

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
271


Ha dal a zeiz :
Prim a droad potred ;
Ha dal a zeiz :
Guell eo kig preiz ;
Pa ve ’n deñved
Dishualet
’Vezont re ampart da gerzed !

Ha dal a eiz :
Prim a droad potred !
Ha dal a eiz :
Stardomp hor preiz
Eun droik c’hoaz,
Bihan ha braz,
Hag e chommo ganheomp ar goaz !

Ha dal a nao :
Prim a droad potred !
Ha dal a nao :
Dansomp atao,
Great eo ar stâl
Kerzomp rak-tâl
D’an ifern da echui ar bâl.