Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/291

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
270


Dal a bevar :
Hejomp hor gar,
Prim a droad potred ;
Hejomp hor gar ;
Pa vez arneu
Da rei dour-beu,
Gant an higen pesked a deu.

Ha dal a bemp :
Prim a droad potred ;
Ha dal a bemp :
Brao ’za ganhemp ;
Meurz an evned
A ioa bepred
An deiz râl da douza deñved !

Ha dal a c’houec’h :
Prim a droad potred ;
Ha dal a c’houec’h :
Chachit ganhec’h ;
Ar c’horaïz,
Deuet var he giz,
Ne dalv netra gant he zouben piz !