Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/290

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
269


Dansomp potred,
Dansomp merc’hed,
Dansomp, fringomp, nijomp loened ! —

Dal a unan :
Prim a droad potred,
Dal a unan
Dansomp buhan ;
En em veskomp
Holl etre-z-omp,
Ken a baro al loar var’n-homp !

Ha dal a zaou :
Prim a droad potred ;
Ha dal a zaou :
Mad e za ’n traou ;
Dansal e’n noz,
Holl diaoulou koz,
Setu eno hor Baradoz !

Ha dal a dri :
Prim a droad potred ;
Ha dal a dri,
Chachomp var’n-hi ;
An noz teñval
A zo brao ral
D’heomp-ni da c’hoari, da zansal !