Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/293

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
272


Neuze e voue klevet meur a darz kurunou
Evel taoliou klec’hier pa veñt o zoun glaziou.
A c’houdevez ne voa guelet skeud a Vorvan
Mui ’ged ma vije bet lounket gant eun tarz tân
Koulzgoude mar d’eo guir ’r pez a lavar Job koz
’Vije klevet bep bloaz da daol an anter-noz
Evit meurz an Evned, ’c’harz men-hir ar c’hoad-braz
Eur vouez skiltr o krial : « C’houi holl a zo beo c’hoaz
» Kemerit skouer var’nhon : na douit ket Doue
» Gant aoun da zon’d, siouaz ! da zaoni hoc’h ene ! »