Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

7


Bennoz d’hon Eskob nevez
Hen deuz ho kurunet ;
D’hezan ha d’heomp-ni, Guerc’hez,
Roit ho skoazel bepred ;
Ha pa zeuio ar mare
Da vond da velloc’h bro,
Evit paea d’heomp ho tle,
Hor c’hurunit d’ho tro.


Evit kimiada


Brema, Guerc’hez venniget,
Ni guita ho tachen.
Gant esper mad eo skuillet
Ho kras e’n hor c’herc’hen ;
Skrifit doun hon hanoiou
E’n ho kaloun dener
Hag, e kreiz hon trubulliou,
Bezit hon eil Salver,

Euz hor c’hostez e talc’himp
Sounj euz hor Rouantelez ;
D’hezi, keit ha ma vevimp,
Ni zougo karantez,
Evit ma chommimp ato
E renk he bugale,
D’he heul, dre ’n hent ma karo,
Ni boanio da vale.