Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6


Her goûd a rit. hor buez-ni
A zo poaniuz meurbed ;
D’al labour, heb damanti,
Ni rank staga bepred ;
Ha goude c’houezi bemdez
Da c’hounid hor bevanz
Ne jomm ganheomp ken danvez
Nemet hon Esperanz.

Kalz ho deuz brasoc’h madou,
Kaerroc’h deskadurez ;
Ni hon deuz iez hon tadou,
Ho feiz, ho c’harantez ;
Ni a gar, e Breiz-Izel,
Hor Brezounek, hor feiz,
Koulmet ho daou, Mamm zantel,
Gant hoc’h hano, e kreiz.

C’houi her goar, ho kurunen
A zeu a berz ar Pab ;
Hen eo tad ar gristenien,
Hen eo Vikel ho Mab ;
Ni n’hallomp nemet pedi,
Hor peden zo dister ;
Pa zeo nerzuz hoc’h hini,
Harpit Kador Sant Per.