Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8


Amjest braz eo an amzer,
Ar stourmad a zo kriz ;
Brezel a rear d’hor Zalver,
D’he lezen, d’he Iliz ;
Mez, pell da zizesperi,
Sûr omp, ni c’hounezo ;
Hon dourn zo e dourn Mari :
Netra n’hon diskaro.


Respount ar Verc’hez


Klevet a rân ho peden,
Bugale Breiz-Izel ;
Ia, rust eo ar venoden,
Ia, tenn eo ar brezel ;
Mez na gollit ket fizianz :
Dourn Doue ar chreva,
Ha laigad he Brovidanz
Zo var-n-oc’h e para.

Euz va zu, Breiziz fidel,
Ha n’hen dizounjit ket,
Me roio d’heoc’h va skoazel
Keit ha ma viot e’r bed ;
Ha, pa guitaot ho traônien,
Me c’hoaz, ouz ho kortoz,
A vo, gant ho kurunen,
Var dreujou ’r Baradoz.