Mont d’an endalc’had

Pajenn:Proux - Canaouennou gret gant eur C’hernewod, Jaffrennou, 1913.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
166
PROSPER PROUX


5

Nan biscoas no peus bet guelet
Eur lagat quer birvidic,
Eun tamic corf quer brao strujet
Eur bale quer manific,
Eur beguic flam vel eur rosen
Eur selou lèm a lirzin,
E blèo du vel eur vouaren.

AN TAD

Quit eta betèc ar fin.

6

AR PENITANT

Dec vla so bet da Veurlarge
Ya, sonj mad e meus dalc’het
E ris ar pec’het mignon ze.

AN TAD

Leverit mad vel ma poa grèt !

AR PENITANT

Bars en he zy pa herruis
E cavis ma douçiq coant
O tilemel crac e c’hivis.

AN TAD

Re èvrus e voac’h, cliant !

7

AR PENITANT

Nem lacquat a eure da voela
Pa rois eur poq dezhi,
A me ractal de briata.

AN TAD

Isign vad dhe c’honsoli.

AR PENITANT

A gren dost e voa eur gouele,
Var nezan e zomp couëet.
Ar rest ouzoc’h couls a me.

AN TAD

Nan dà, ne houn sort abet.