Mont d’an endalc’had

Pajenn:Proux - Canaouennou gret gant eur C’hernewod, Jaffrennou, 1913.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
167
PROSPER PROUX


8

AR PENITANT

Eno seis gouëch e tanveïs
Deustu ar frouës difennet
Pini a gavis goal isquis.

AN TAD

Va mab, brabançal a ret.

AR PENITANT

Mar ne laran ar virione
Me c’houlen beza spazet
Vel eur porc’hel pe eur c’holle.

AN TAD

Pel zo e peus melitet.

9

AR PENITANT

Aboue ma meus bet tanvèet
Eur zoubennic quen carab
E meus bet ato quendalc’het.

AN TAD

Dousçat a raï dèc’h, va mab.

AR PENITANT

O ya, siouas ! Credi a ran
E zoc’h eun diviner mad,
Rac tec’hel a rencquan breman
Pa me lipet diou loyad.


————