Mont d’an endalc’had

Pajenn:Proux - Canaouennou gret gant eur C’hernewod, Jaffrennou, 1913.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
165
PROSPER PROUX


2

AR PENITANT

A viscoas on bet eur c’hanfard,
Eur merc’hetaër ar goassa,
Ne voan mert eun tamic crennard
Ma carien cals o starda.
Pa velen eur plac’h coant benac
Va goad hennon a verve,
Va c’halonic a rè tic-tac.

AN TAD

Ne santac’h man ouspen ze ?

3

AR PENITANT

Eur blijadur deus ar vrassa
Em boa o velet Mari
Bep nos deus e nem dic’hoënna
Ac o sicour anezi.

AN TAD

Guelloc’h e vije bet dèc’hu
Diski o catekismou
Pe monet da c’hoari dotu
Vit dic’hoënna merc’hejou.
Pet o c’heus-hu c’hoas dic’hoënnet ?

4

AR PENITANT

Ne houn quet ervad, ma fe,
Rac aboue dec vla tremenet
E c’heuillan ar vicher ze.

AN TAD

Leret din divar ben ar guentà ?

AR PENITANT

O Va zad me o tisfi
Da gavet ebars ar guer-mà
Eur plac’h quen tentus ac hy.