A-boan me ioa ken huel ha botez eunn archer
Ma’z oann kaset d’ar skol evit deski gallek
Hag euz ar iez-se c’hoaz ne gouienn ket eur seurt ger
Ne gouienn evel va mamm, nemed ar brezounek.
M’ho pije va gwelet diskabel ha diarc’henn,
Oc’h en em gaout er skol, holl ho pije c’hoarzet.
Va ginou, digor-braz, e pep leac’h e sellenn,
Gand em fenn daoulagad eur bugelik dianket.
Renket oc’h eur voger, evel ar zoudarded,
Tro-war-dro d’ann ti-skol, me wele taolennou
Warn-ho livet e du pep seurt anevaled
Gand ann aotrou skolaer [1] hanvet lizerennou.
Med ne jomiz ket pell eur c’hrouadurik gouez ;
Sonjezonou nevez a deuaz buan em spered ;
Ann anevaled du, kentoc’h hag eiz dervez,
A ioa deuet da veza va brasa mignouned.
Ma vijenn bet ken fur ha m’oann mad da zeski,
N’em bije ket skubet ann ti-skol d’ar pardaez,
Med evel m’oann dibenn, ha ma karenn c’hoari,
Em euz skubet, siouaz ! leur ann ti-skol allez.