Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 90 —



Biskoaz n’em euz klemmet o chom e pinijenn
Da c’houde beza great eur farserez-bennag,
Lenvet em euz avad o kaout ar zimbolenn
Evit komz brezounek ; goulenn a rit perag ;

Ra zigoro Sant Per d’in dor ar baradoz,
M’em euz hen gounezet dre gement a zaelou ;
Med penaoz pardouni d’ann aotrou skolaer-koz
D’am beza kastizet vit komz iez hon Tadou ?


————